
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Al lizherenn a zo anezhi ur merk, unan hepken pe genaozet gant unan all, skrivet evit aroueziañ ur fonem a vez klevet en ur yezh bennak. Lavaret e vez eo treuzskrivet ar fonem evit sevel ur skrid gant pep a lizherenn a vez da lakaat diouzh red an fonemoù a ya d'ober strolladigoù fonemoù, da lavaret eo unanderioù bihannoc'h a zo er frazennoù, ar gerioù, ar re-se elfennoù ar c'homzoù.
Pa vez e pep yezh un niver termenet fonemoù e c'heller kaout un niver termenet lizherennoù (pe koubloù lizherennoù) evit bezañ gouest treuzskrivañ n'eus forzh peseurt komzoù. Heuliadenn dermenet al lizherennoù a zo evit ur yezh a zo al lizherenneg.
Taolenn |
Pa veze implijet e Mezopotamia ar skritur gennheñvel e teu war wel etre ar XVvet hag ar XIIvet kantved kent Jezuz-Krist un doare nevez aroueziañ fonemoù an arameg hag an hourriteg, lizherenneg Ougarit eo. Er memez mare pe a-raok e veze implijet ul lizherenneg linennel, al lizherenneg ragsinaitek pe ragkananek deveret eus an arouezlunioù egiptat.
Eus ar ger latin "littera" e teu ar ger lizherenn. Ne ouzer ket m'eo d'ar ger latin ur wrizienn etruskek pe gresianeg.
Ar ger , unander diazez an talvezed e yezh-mañ-yezh a zo skrivet dre vodañ uan pe vuioc'h lizherenn a c'hell bezañ lakaet outo arouezioù diakritik : tildennoù, skraboù, pikoù, kelc'higoù, etc...
Kavet e vez urzhioù disheñvel evit red al lizherennoù : er yezh gant ul lizherenneg latin pe gresianek pe kirillek e vezont lakaet a-blaen ha eus an tu kleiz d'an tu dehou. Ar c'hontrol eo evit ar yezhoù arabek hag hebreek.
Why are we here?
All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License
This page is cache of Wikipedia. History